• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

5629

Films
CONSULTABLES

      • Cinécabaret Vauban - Sine Kabaret en Breton

      • Horaire
      • 20h30

      • Lieu
      • Le Vauban - Salle de la Redoute - 17, avenue Clemenceau - 29200 Brest

      • Projections
      • Carte blanche à Bastien Gwilhou

      • Renseignements
      • Entrée : plein tarif 6 € , tarif réduit : 4 € - Renseignements : 02 98 43 38 95.

      • Cinécabaret Vauban - Sine Kabaret en Breton
      • Cinécabaret Vauban

        SINE KABARET en breton - Carte blanche à Bastien Gwilhou

        Le mardi 27 avril 2010 à 20h30 au Vauban à Brest


        Programm Bastien Gwilhou.


        Filmaozer dibar e Frañs 3 Breizh, brezhoneger o chom bar’ C’houerc’had, e Bro Dreger. Diskouez a ra deomp un bed o vont da get, tamm-ha-tamm, didrouz.

        Un abadenn kinniget gant Fañch Broudig, dorn-ouzh-dorn gant Daoulagad Breizh, Frañs Tri, Emgleo Breizh ha Sked. Eno e vo ar filmaozer.

        Pevar film-berr 15 mun. E brezhoneg, istitlet e galleg.

         

        Carte blanche à Bastien Gwilhou (Sébastien Le Guillou)


        Réalisateur atypique de France 3 Ouest, bretonnant, il vit à Le Vieux Marché dans le Trégor et nous dépeint un monde qui disparaît silencieusement.

        En présence du réalisateur, soirée présentée par Fañch Broudig, en collaboration avec Daoulagad Breizh, France 3 Ouest, Emgleo Breizh et Sked

        Quatre courts de 15 min. en VO breton, sous-titrés en français :

         

        Brezhoneg Penn-Limit (2008 – 13 mun)

         

        Ha tu zo c’hoazh da gomz eus « bevenn ar brezhoneg » ? E Bro-Oueloù emañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg o kenvevañ kichen ha kichen, met evit pegeit c’hoazh ? Dre gompren doare bevañ an dud an deiz a hiziv e teuer da welet mat pegen gwanaet eo implij an div yezh. Gouzout a ra an dud piv int hag eus pelec’h e teuont, ar brezhoneg hag ar gallaoueg o vezañ unan eus perzhioù o fersonelezh zoken gant ar re na gomzont mui ar yezhoù-se. Unanoù bennak a vev gant an teir yezh, galleg, brezhoneg ha gallaoueg. Bro-Oueloù bro ul liesyezhegezh da zont ?

         

        Ao Brezhoneg Penn-‘Limit  22 Bro-Ouelloù / La frontière linguistique du breton (2008 - 13’)


        En 1886, Paul Sébillot a tracé une ligne virtuelle de Plouha à Vannes, frontière linguistique du breton, à l’ouest les bretons, à l’est les gallo. Le Pays Goélo est divisé en deux.  Entre breton et gallo comment vivre sur la frontière qu traverse Plouha, quelle langue doit on parler. D’un cours estival de Francis Favreau donné sur la plage à quelques seniors intéressés au dépistage des locuteurs bretons sur la commune de Pludual...

         

        Piti, piti, piti… chou ! (2007 – 13 mun)

         

        Hañv 2006, implijidi Tilly-Sabco a sell ouzh keleier ar skinwel o tegas keloù eus 125 implij skarzhet el lazhti. Nec’hamant hag enkrez. Ha bez e vefe neuze penn kentañ diskar an embregerezh . Ar merc’hed hag ar re en tuhont da 40 vloaz a zo nec’het bras : da belc’h mont da glask labour ? Savet eo an teulfilm gant testeni labourerien Tilly-Sabco, gwelet en o endro pemdeziek hag int-i o ‘n em c’houlenn petra c’hoarvezo gante. Un teulfilm etre fulor ha mousfent.


        Piti, piti, piti… chou ! (2007 - 13’)


        Grâce à Tilly, Guerlesquin aura goûté au grand capitalisme. Jean-Baptiste Doumeng, le rouge, le Roi du poulet, Bourgoin et maintenant UNICOPA. Guerlesquin a toujours vécu au rythme de l’abattage du poulet. L’entreprise Tilly-SABCO fait vivre la majeure partie des habitants, depuis quelques années le marché international de la volaille se dégrade, la grippe aviaire n’a pas arrangé les choses et çà va plutôt mal…

        Ti Tilly Siri (2009 – 15 mun)

         

        E-touesk ar brenn-heskenn eo bet ganet Yvon ha Gérard. E Milin Don, en Bear, e oa bet savet an heskennerezh ti Tilly gant o zad. E-kreiz ar maezioù emañ, er glazur hag er sioulder, o zachenn labour eo bet a-viskoazh. Daou vreur, pep hini o plediñ gant e labour. Gérard, an heskenner a ra ivez war dro al loened hag Yvon a zo mailh war ar mekanikerezh ha gouzout a ra brav ober war o zro. Start eo ar jeu met kostez ar vilin e vez dalc’het penn gante…

        Ti Tilly Siri / La scierie des frères Tilly  (2009 - 15’)


        Deux frères, Yvon et Gérard, tiennent la scierie du Moulin Donant à Bégard. Le tracteur “Société-française” enseveli sous l’aubier et les chutes de bois de sapin, entraîne toujours la scie, comme depuis 1946. Ils ont l’âge de la retraite mais ils scient toujours en long, comme le faisait feu Xavier le père.

        Ur Skragn en Uhelgoad (2009 – 13 mun)

         

        Ganet oa bet Jean-Marie Skragn en Uhelgoad en 1920 hag eno e vev abaoe 90 vloaz. Kement hent, kement gwenojenn, kement korn a zo er vro a zo anavezet gantañ.  Labourer-douar eo bet ha piker mein ivez. En e yaouankiz e oa troet gant ar studi met n’eo ket bet skoliataet gwall bell en desped dezhañ.  Mare al leve zo bet an digarez da adkavout ar pezh n’eus graet diouer dezhañ : lenn, skrivañ, kontañ, kanañ. Evel konter eo anavezet mat ar c’homunour-stourmer bepred oberiant.

        Ur Skragn en Uhelgoad / Un Skragn à Huelgoat (2009 - 13’)


        En route pour un portrait de Jean-Marie Le Scraigne, toujours vif, l’oreille tendue, la langue bien pendue. Jean-Marie aime raconter, conter, chanter ce pays où il est né et qu’il n’a, à bientôt 90 ans, jamais cesser d’arpenter.


      • Pensez à adhérer !
      • Collection Mémoire du travail
      • Entrefil
      • La boutique

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam